Ar gevredigezh

Reiñ d’an holl an tu d’ober gant an danvezioù hag ar gouiziegezhioù a denn da sevenadurioù liesseurt Breizh eo pal ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité.

Binviji liesseurt a zo sevenet evit hen ober : arloadoù hezoug, filmoù…

O vezañ e kroazhent ur rouedad kevredigezhioù hag obererien sevenadurel e ro ur plas a zoare d’ar prantadoù eskemm a-hed ar stummadurioù, an devezhioù studi, ar c’hendivizoù, an atersadennoù hag ar c’hejadennoù war an taol aozet e framm he c’hefridioù brudañ, skignañ, talvoudekaat ha renabliñ.

Statudoù (e galleg) BCD :

Mennad embannet ar grouerien

A. Kuzul Rannvro Breizh ha BCD

Mat eo lâret eo a-bouez krouidigezh BCD, pa ziskouez kuzulierien Rannvro Breizh, e mod-se, o youl da vont pelloc’h ganti e lakaat war-wel sevenadur Breizh hag al liesseurted. Evel-just ne c’hallo ket BCD bezañ yalc’het war goust an aozadurioù all ; ur fazi e pal ar gevredigezh e vije. War evezh bras e vo krouerien ar gevredigezh ma vo doujet d’ar mennad-mañ.

B. Perzh BCD

Dre vras n’eo ket perzh BCD bezañ ur c’hef da skignañ yalc’hadoù d’ar c’hevredigezhioù all, hag a labour war dachenn sevenadur Breizh pe al liesseurted. Un nerzh nevez da grouiñ ha da roiñ lusk e tle ar gevredigezh BCD bezañ. Lakaat a ray he moneiz da dalvezout, hag hec’h implijidi da labourat, evit aozañ doareoù nevez da dalvoudekaat sevenadur ar vro hag al liesseurted. Evit se e kenlabouro gant ar c’hevredigezhioù na c’hallfent ket kas raktresoù zo da benn vat o-unan.

CH. Ster ar gerioù

1. Breizh

E BCD, pa gomzer eus Breizh ez eo eus Breizh a-gozh zo kaoz, da lâret eo ar pemp departamant gall e-lec’h m’eo staliet mat he sevenadur.

2. Sevenadur

Ar ster ledan a vez roet d’ar ger « sevenadur » en denoniezh eo a vo stag d’ar pezh a glasko ar gevredigezh dastum, bodañ ha skignañ, e-se n’eo ket ur sevenadur a vije dalc’het evit ar pennoù-bras, gouiziegien h.a.

Padal, ken ledan evel m’eo an dachenn-se ken ne c’hallo ket BCD renabliñ ha skignañ kement tra zo enni. Choazoù abeget a vo ret ober neuze.


3. Liesseurted

Termenet e vez al liesseurted, er gevredigezh BCD, evel ma vo displeget amañ.

Eus un tu eo liesseurt mouezhioù ar bed. El laz-kanañ bras-meurbet-mañ eo ret d’ar Vretoned lakaat o mouezh dezhe da vezañ klevet. Ouzhpenn-se e vint kalz emsavoc’h pa ouiint hiroc’h war ar sevenadurioù minorelaet all evel o hini, ha pa ne vefe nemet evit kompren gwelloc’h e peseurt stad emañ o jeu gante.

Eus an tu all ez eo Breizh ken liesseurt all, da heul darvoudoù hec’h istor (bevenn ar yezhoù, broioù, ha kement zo) hag ivez da heul an enbroañ, hag istor pep Breton. Un ezhomm a zo da c’hoût hiroc’h war danvez al liesseurted-se, a-benn gellet keñveriañ danvez Breizh gant danvez al liesseurted e lec’h all, ha tresañ liammoù etre degouezhioù a bep seurt.

E Roazhon, d’ar 5 a viz Gouere 2012

  • Ronan Koadig, ezel krouiñ, prezidant
  • Jean-Jacques Monnier, ezel krouiñ, sekretour
  • Philippe Ramel, ezel krouiñ, teñzorour
  • Marthe Vassalo, ezelez krouiñ
  • Christine Angoujard, ezelez krouiñ
This site is registered on wpml.org as a development site.