Bazhvalan kinniget da brezhonegerien bro Roazhoñ

24 October 2016

Ur wech ar miz, d’ar Gwener da noz, e vez pedet brezhonegerien bro Roazhoñ da bakañ banne o kaozeal brezhoneg. E Skol an Emsav e vez staliet an Davarn vrezhonek. Ezhomm ‘z eus, eme an aozerien, da gaout seurt prantadoù evit kaout un digarez da vrezhonegiñ, evit ar re a zo o paouez deskiñ brezhoneg kement hag ar re all.

D’ar 14 a viz Here e oa bet pedet kevredigezh BCD/Sevenadurioù da ginnig raktres Bazhvalan. Bet eo bet neuze Lena Catalan Marcos o tisplegañ petra eo kevredigezh BCD/Sevenadurioù ha petra ‘vez graet ganti evit pezh a zell ar brezhoneg – hag ar gallaoueg – gant ar raktres Bazhvalan. Anv a zo bet eus an treuzkas, eus pinvidigezh ar brezhonegoù ha eus diaesterioù ar vrezhonegerien nevez pa glaskont kaozeal gant tud a oar ar yezh a-vihanik. Un tregont den bennaket a oa deuet, en o zouez tud a oa o paouez komañs gant ur stummadur 6 miz.

Amzer o deus bet an dud goude-se d’ober goulennoù hag evezhiadennoù, ha da gaozeal oc’h evañ ur banne. Emichañs e servijo lec’hienn Bazhvalan da galz anezho.

This site is registered on wpml.org as a development site.