Un abadenn war ar c’hoariva e Breizh da selaou en dro war bécédia

Un abadenn “Sevenadurioù” nevez a zo da selaou en-dro war Bécédia. Ha klevet ‘peus kaoz deus abadenn Plouyann kinniget d’ar 14 a viz Even 1898 ? Berzh bras a zo bet da heul an arvest-mañ avat, perak ? Selaouit deus an abadenn !

Tud pedet evit komz deus ar c’hoariva pobl : Louis Conan (C’hoarivari) ha Marie-Hélène Morvan (Strollad Kallag)

E Breizh koulz hag e lec’h all e c’heller anzav eo gwriziennet a‑gozh ar c’hoariva, pe e vefe gant e wrizioù relijiel pe disakr. Er-maez e veze c’hoariet pezhioù peurliesañ, ha reiñ a rae lusk da vuhez an dud e kêr. Kontañ a ra Fañch an Uhel penaos, e-doug ar beilhadegoù, e veze frank an dud da c’hoari pe dibunañ arvestoù diwar ar pezhioù-c’hoari. Ha ma oa tres ar relijion war ar c’hoariva peurliesañ, meur a arvest profan a veze mesket ennañ koulskoude, ha lod anezho gwirvoudel a-walc’h, evel an hini o tiskouez ar Werc’hez o wilioudiñ ! E fin an 19 vet kantved avat e oa erruet ar c’hoariva tost da vont da get…

Sevennet gant RBG – Radio Bro Gwened Radio Breizh Radio Kreiz-Breizh ha Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù #bzhg

Komzoù brezhoneg : videoioù nevez da zizoloiñ !

Pennadoù nevez a zo da welet war Bécédia e rann “Komzoù Brezhoneg” : atersadennoù deus brezhonegerien a-vihanik kaset gant Lors Jouin ha kinniget gant Skol Vreizh ha BCD.

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg. Kinniget e vez evit pep video a destenn a glot gant an emziviz.

[bloc-gris]

Ur skouer, Catherine Quiniou “Tine” deus Plonevez-ar-Faou :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Ha setu … ho tud ‘neus bet deskadurezh ‘benn ar fin …

Tine : Ya ya deskadurezh deskadur’zh desket neuint med ‘ba ‘r skool oaint bet un tamm koa «  hein «  med gou’-ze gan’ amzer vé desket un dra bennak’ ganoc’h ato ya

Lors : Ya

Tine : Bin ya zur ‘c’ha

Lors : Ha bez’ ‘vize leveier ‘ba ‘n ti

Tine : O ‘viz’ ket

Lors : Nann

Tine : O nann nann ‘oa ket o nann nann … nann nann le’rioù nann ‘viz’ ket nann ‘oa ket ar mod deuc’h an dra-he

Lors : Nann

Tine : ‘Oa ket amzer de lenn hag an dra-he pugur d’ar re goz ‘ga’e dê gwechall la ‘oa ga’ ‘n dra-he an dra-he ‘dalve’e ket nintra koa …lenn’

Lors : A nann

Tine : ‘Oa ket amzer da lenn’ o nann

Lors : Memes lenn’ an aviel petram’ …petram’ Buhé ar zent

Tine : A Buhé ar zent, ya, an dra-he ‘viz’ partoud ya

Lors : Set’ an dra-he ‘viz ‘ba du-se

Tine : ‘Ba du-me ‘oa ket med ‘ba ti me dud-kaer gou’-ze ‘oa

Lors : ‘Ba ti ho tud-kaer

Tine : Ya ‘oa … ‘oa eun ya humm

Lors : Buhé ar zent

Tine : Buhé ar zent ya

Lors : An dra-he ‘viz’ lenn’t

Tine : Ya bin ma gwaz ‘m eus bet kle’et neon lar’t la e dad o dad ‘lenne Buhé ar zent dê beonez (bemnoz), beonez vi’e lennet Buhé ar zent dê

Lors : Bemnoz

Tine : Ya vi’e tenn’t un tamm koa deus … deu’ ar le’r ya

Lors : A un tamm deus Buhé ar zent bemnoz

Tine : Ya ya

Lors : Med an dra-he viz’ graet ‘pad ar goañv ken pe …

Tine : O ‘michañs ya pe vi’e hir an noz koa ya … ya … med ‘ba … nim neump ket bet … ‘ba du-me viz’ ket

Lors : Nann

Tine : Nann nann

Lors : Ya pugur gwechall ‘oa ket elektrisite ha set’ pe vi’e hir an noz

Tine : A bin yao ar lamp’ pichon ‘ viz’ laket war ‘r pod du … kich’n ‘n tan

Lors : A ar pod du

Tine : Ya ya hag vi’e lak’t dour barzh c’hoa’h

Lors : A ya

Tine : Ya ya ‘r pod du ‘dreñv an tan ya

Lors : Ya ya ‘benn kaou’ dour tomm koa

Tine : ‘ vi’e an dour tomm ato ya ya ya

Lors : A ya se ‘oa aes

Tine : Ya ya

Lors : Hag al lamp’ pichon ‘oa

Tine : Al lamp’ pichon ya

Lors : Petram’ ul letern

Tine : Ul letern ‘viz’ euv ya hag ur gou’-ze ma dou’ vi’e gouloù mod-all ‘viz’ euv ga’ ga’ gwer warneon ‘oa …

Lors : Peseurt …a ya ‘l lamp’ petrol ‘oa

Tine : Ya lamp’ petrol ya … mod-all al letern ‘viz’ ya ‘vi’ mond d’ar c’hreier ha mont partoud ‘vi’e dao kaou’ gouloù ‘wac’h

Lors : A ya

Tine : Set’ vi’e alumet al letern ya

Lors : A ya

Tine : Ya ya ya

Lors : Ha choñj ‘peus deus ar goañv peseurt mod ‘oa yen ha … ‘wechoù ‘oa skorn

Tine : Bin skorn med d’ar mare-te viz’ skorn brema’ ne vé ket kin brem’ n’eus ket goañv kin na n’eus ket na hañv n’eus ket euv n’eus kaer eu

Lors : Nann

Tine : Nann nann … ya ya choñj am ‘eus viz’ viz’ goañv sertanam’ ya ya

Lors : A ya d’ar poent-se ‘oa ‘oa yen hardi

Tine : A ya ya ya

Lors : ‘Pad ar goañv … ha set’ vize dao … viz’ ret doc’h mont d’ar skool memestra

Tine : A dao vi’e mont d’ar skool memestra ‘c’ha forzh peseurt amzer ‘viz’

Lors : Memes ma vize erc’h

Tine : Bin ya ya ya yaec’h d’ar skool memestra ya

Lors : Ha ga’ ‘r bouteier koad

Tine : Boutoù koad

Lors : ‘oa ket aes … ‘michañs

Tine : Pffff nign ‘oa boaz’t a’ mod-se ‘namp ket gwel’t ‘met ‘n dra-he set’ a-mod-se ouiemp ket ‘g-eñ ‘oa un dra ‘mnnag aesoc’h koa gou’-ze gou’-ze neuhe ‘neump gouiet med d’ar mar-se ‘oa e’h’mm ur boutoù koad dec’h …

Lors : Ya ya toud ‘n dud ‘oa mem’ mod

Tine : ‘Mem’ mod … toud ‘n dud ‘oa memes mod ya

Lors : Ha choñj ‘peus bez bez risklet ur wech war ‘n hent

Tine : O yao ‘michañs ‘neump bet graet m’eus ket keme’-se choñj med zur ‘neump bet zur ‘neump bet graet ‘c’ha’

Lors : Koue’et un tamm ha …

Tine : Koue’et ha neuhe plijadur ‘viz’ pe viz’ skorn ‘oa ‘r vigwal’ ‘trese ‘vi’er ‘ riskl’ ‘vi’er ‘c’hoa’i riskl’ ha traoù ya ya

Lors : A ya ‘ba ‘r porzh ‘viz’ graet eu

Tine : Ya ya

Lors : Porzh ar skool petram’ …

Tine : O porzh ar skool ‘viz’ ket pugur ‘vi’e ket … nann nann nann med mod-all gou’-ze nign vi’e or …. nign ‘oa or vandenn’d ‘ tond d’ar skool deus Kra’ Madiec ueu ahe …

Lors : Deus

Tine :Kra’ Madiec ‘teuemp da…’teuemp deus …’teuemp d’ar skool d’ar veilh a’el koa d’ar skool ahe

Lors : A deus Kra’ Madiec … an dra’-he é ano

Tine : Ano kêr ‘lec’h ‘oan ‘chom

Lors : Ha set’ ‘oa ket Trodon

Tine : A nann nann ‘benn neuhe ‘oan ket ‘ba Trodon kin pé ‘oan bet deut d’ar skool nann nann nann

Lors : A ya pugur c’hwi ‘zo bet ga’ or …

Tine : Ga’ or eont’ ya

Lors : Ga’ or yeont’ doc’h

Tine : Ga’ or yeont’ ya

Lors : Ya ha lar’t ‘pa din ‘blamm ‘bet’a med m’eus ket joñj m’eus ket derc’het joñj

Tine :’Blamm e oamp kalz bugale koa ha set’ pé ‘oa daou ‘oa dri blâ ‘raok’ c’hoazh hag ar re all’oa brasoc’h med gou’-ze ‘oa deut diou verc’h ‘n dro set’ me yeont’ ‘michañs ‘na … da zoulaj’ mamamm ‘na tapet eun ‘enam’ ha gou’-ze ma mamm ‘oa maro ar bla’ezh warlerc’h ‘oa …bugur ‘oa bet or verc’h all hag ma mamm ‘oa maro set’ gou’-ze me ‘zo bet chomet ga’ me yeont’ ya

Lors : Ha … hag ho mamm ‘zo marvet ‘n or … ‘n or gan’ ar verc’h-mañ

Tine : Ya gou’-ze un neubeud devechoù goud’ ya …

Lors : A ya

Tine : Un neubeud devechoù goud’ ‘oa ganet ar verc’h ya … ya oa-hi maro

Lors : Traoù a’ mod-se ‘c’hoarve’e gwechall

Tine : O ya gwechall ‘zo e’o traoù a’ mod-se ya ya ya ya

Lors : Hmmm ha just ‘wac’h choñj peus gwel’t ar medesin ‘ tond ‘tond d’ar gêr pé ‘oac’hbihan ‘wechoù

Tine : O m’eus ket … mmm nann nann nann nann nann o nann m’anfin n’oun ket ‘g-eñ ‘vi’e goul’t med nann m’eus ket choñj gwel’t ar medesin dont pé ‘oan bihan «  hein » pé ‘oan yaouank nann m’eus ket joñj gwel’t medesin ‘bet nann

Lors : Biken … morse ‘peus bet gwel’t

Tine : E m’eus ket choñj nann

—————————————————

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Catherine Quinioù Plonévez-du-faou 1

Lors : Ha setu … ho tud o deus bet deskadurezh a-benn ar fin …

Catherine : Ya ya deskadurezh …deskadurezh desket o deus mes … e-barzh ar skol e oant bet un tamm koa «  hein «  mes goude-se gant an amzer a vez desket un dra bennak ganeoc’h atav koa …

Lors : Ya

Catherine : Beñ ya sur moarvat

Lors : Ha bez e veze levreier e-barzh an ti

Catherine : O ne veze ket

Lors : Nann

Catherine : O nann nann ne oa ket o nann nann … nann nann levrioù nann ne veze ket nann ne oa ket ar mod diouzh an dra-se

Lors : Nann

Catherine : Ne oa ket amzer da lenn hag an dra-se peogwir d’ar re gozh a gave dezho gwechall lar ne oa gant an dra-se … an dra-se ne dalveze ket netra koa … lenn

Lors : A nann

Catherine : Ne oa ket amzer da lenn o nann

Lors : Memes lenn an Aviel peotramant…peotramant Buhez ar Sent

Catherine : A Buhez ar Sent ya an dra-se a veze partout ya

Lors : Setu an dra-se a veze e-barzh du-se

Catherine : E-barzh du-mañ ne oa ket mes e-barzh ti ma zud-kaer goude-se a oa

Lors : E-barzh ti ho tud-kaer

Catherine : Ya a oa … a oa unan ya humm

Lors : Buhez ar zent

Catherine : Buhez ar Sent ya

Lors : An dra-se a veze lennet

Catherine : Ya beñ ma gwaz am eus bet klevet anezhañ o laret lar e dad … o dad a lenne Buhez ar Sent dezho bemnoz (beonez) … bemnoz e veze lennet Buhez ar Sent dezho

Lors : Bemnoz

Catherine : Ya e veze tennet un tamm koa diouzh … diouzh al levr ya

Lors : A un tamm eus Buhez ar Sent bemnoz

Catherine : Ya ya

Lors : Mes an dra-se a veze graet e-pad ar goañv ken pe …

Catherine : O emichañs ya pa veze hir an noz koa ya …ya … mes e-barzh … ni … ni n’hon eus ket bet … e-barzh du-mañ ne veze ket

Lors : Nann

Catherine : Nann nann

Lors : Ya peogwir gwechall ne oa ket elektrisite ha setu pa veze hir an noz…

Catherine : A beñ eo al lamp pichon a veze lakaet war ar pod du … e-kichen an tan

Lors : A ar pod du

Catherine : Ya ya hag e veze lakaet dour e-barzh c’hoazh

Lors : A ya

Catherine : Ya ya ar pod du a-dreñv an tan ya

Lors : Ya ya a-benn kaout dour tomm koa

Catherine : A veze an dour tomm atav ya ya ya

Lors : A ya se a oa aes

Catherine : Ya ya

Lors : Hag al lamp pichon a oa

Catherine : Al lamp pichon ya

Lors : Peotramant ul letern

Catherine : Ul letern a veze ivez ya hag …goude-se ma Doue gouloù mod-all a veze ivez gant … gant gwer warnezhañ a oa c’hoazh …

Lors : Peseurt … a ya ul lamp petrol e oa

Catherine : Ya lamp petrol ya … mod-all al letern a veze ya evit mont d’ar c’hreier ha mont partout e veze dav kaout gouloù a-walc’h

Lors : A ya

Catherine : setu e veze alumet al letern ya

Lors : A ya

Catherine : Ya ya ya

Lors : Ha soñj ho peus diouzh ar goañv … peseurt mod e oa yen ha… a-wechoù a oa skorn

Catherine : Beñ skorn mes d’ar mare-se a veze skorn bremañ ne vez ket ken bremañ n’eus ket goañv ken na n’eus ket na hañv n’eus ket ivez n’eus kaer ivez

Lors : Nann

Catherine : Nann nann … ya ya soñj ‘m eus e veze e veze goañv sertenamant ya ya

Lors : A ya d’ar poent-se e oa … e oa yen hardi

Catherine : A ya ya ya

Lors : E-pad ar goañv … ha setu e veze dav … e veze ret deoc’h mont d’ar skol memes tra

Catherine : A dav a veze mond d’ar skol memes tra moarvat … forzh peseurt amzer e veze…

Lors : Memes pa veze erc’h

Catherine : Beñ ya ya ya ez aec’h d’ar skol memes tra

Lors : Ha gant boteier koad

Catherine : Botoù koad

Lors : Ne oa ket aes … emichañs

Catherine : Pfff ni a oa boazet ar mod-se n’hon doa ket gwelet nemet an dra-se setu ar mod-se ne ouiemp ket hag-eñ e oa un dra bennak aesoc’h koa goude-se …goude-se neuze hon eus gouiet mes d’ar mare-se ez aec’h gant ur botoù koad deoc’h

Lors : Ya ya tout an dud a oa memes mod

Catherine : Memes mod … toud an dud a oa memes mod ya

Lors : Ha soñj ho peus bezañ bezañ risklet ur wech war an hent

Catherine : O eo emichañs hon eus bet graet … m’eus ket kement-se soñj mes sur hon eus bet sur hon eus bet graet moarvat

Lors : Kouezhet un tamm ha …

Catherine :Kouezhet ha neuze plijadur a veze pa veze skorn war a veze ar vugale etrezo …e vizer o risklañ … e vizer o c’hoari risklañ ha traoù ya ya

Lors : A ya e-barzh ar porzh e veze graet ivez

Catherine : Ya ya

Lors : Porzh ar skol peotramant …

Catherine : O porzh ar skol ne veze ket peogwir ne veze ket … nann nann nann mes mod-all goude-se ni a veze oc’h ober …ni a oa ur vandennad o tond d’ar skol eus Krec’h Madiec ivez aze

Lors : Diouzh ?

Catherine : Krec’h Madiec a deuaemp da … a deuaemp diouzh … a deuaemp d’ar skol d’ar veilh avel koa … d’ar skol aze

Lors : A diouzh Krec’h Madiec … an dra-se eo anv

Catherine : Anv kêr e-lec’h e oan o chom

Lors : Ha setu ne oa ket Trodon

Catherine : A nann nann a-benn neuze ne oan ket e-barzh Trodon ken pa oan deuet d’ar skol nann nann nann

Lors : A ya peogwir c’hwi a zo bet gant ur…

Catherine : Gant ur eontr ya

Lors : Gant hoc’h eontr deoc’h

Catherine : Gant ur eontr ya

Lors : Ya ha laret ho poa din abalamour da betra mes m’eus ket soñj m’eus dalc’het soñj

Catherine : Abalamour e oamp kalz bugale koa ha setu pa oa daou pe dri bloaz a-raok c’hoazh hag ar re all a oa brasoc’h mes goude-se e oa deuet div verc’h en-dro setu ma eontr emichañs en doa … da soulajiñ ma mamm en doa tapet unan ac’hanomp ha goude-se ma mamm a oa marv ar bloavezh war-lerc’h e oa … peogwir e oa ur verc’h all hag ma mamm a oa marv, setu goude-se me a zo bet chomet gant ma eontr ya

Lors : Ha … hag ho mamm a zo marvet en ur … en ur c’hanañ ar verc’h-mañ

Catherine : Ya goude-se … un nebeud devezhioù goude ya

Lors : A ya

Catherine : Un nebeud devezhioù goude e oa ganet ar verc’h ya … ya a oa-hi marv

Lors : Traoù ar mod-se a c’hoarveze gwechall

Catherine : O ya gwechall a zo erruet traoù ar mod-se ya … ya ya ya

Lors : Hummm ha just a-walc’h soñj ho peus gwelet ar medesin o tont … o tont d’ar gêr pa oac’h bihan a-wechoù

Catherine : O ‘m eus ket ….mmm nann nann nann nann nann o nann m’anfin n’ouzon hag-eñ e veze goulennet mes nann m’eus ket soñj gwelet ar medisin dont pa oan bihan «  hein » pa oan yaouank nann ‘m eus ket soñj gwelet medisin ebet nann

Lors : Biken … morse peus bet gwelet

Catherine : «  Euh «  ‘m eus ket soñj nann

[/bloc-gris]

Sport ha breizhadelezh e abadenn radio Sevenadurioù miz mae

Da heul Gouel daouvloaziek al levrioù istor bet dalc’het e Pondi e fin miz Ebrel diwar-benn ar sport hag ar Redadeg evit ar brezhoneg loc’het n’eus ket pell ‘zo eus Sant-Ervlan hag a yelo war droad betek Lokoal-Menton, setu ni o pleustriñ gant an tem-mañ ivez !

Er rubrikenn Aktu e vo graet un tamm bilañs eus ar stummadur TAP pe POT e brezhoneg (Prantadoù Obererezhioù Tro-Skol) kenaozet gant BCD hag ar CNFPT.

Gant : Kenan An Habask, Helori Ar Gall-Carré, Roue Visant, Nicolas Amaury

Da selaou dre amañ :

Sevenaduriou-sport-et-identite

Abadenn radio Sevenadurioù : Ar rouedadoù

Emañ an abadenn radio “sevenadurioù” diwezhañ enlinenn. Gouestlet e oa ar miz-mañ d’a rouedadoù.

Komzet ez eus bet deus Bretania.bzh, porched sevenadurioù Breizh, deus rouedadoù labour BCD/Sevenadurioù Breizh, deus ar gevredigezh Dastum ha deus an arload Stag.

[Da selaou en dro dre amañ]

An abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ da bellgargañ

Emañ an abadenn “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn, da bellgargañ war lec’hienn radiobreizh.net.

Petra eo ur vro ? Pegen lies eo ar respontoù pa vez savet ar goulenn-mañ !
Perak ez eo ar broioù e Breizh un dra gwriziet ken don e kalon an dud ? Deus pelec’h e teu ar santimant ken kreñv da vezañ eus “ur vro” ?
Ha deus peseurt broioù emaomp o komz ? “Hengounel”, “istorel”, “Voynet”…

[bloc-gris] An abadenn :

Sevenaduriou-PaysTu zo deoc’h selaou abadennoù all war ar bajenn : Sevenadurioù-radio.

[/bloc-gris]

Pennad 6 Rummad 2 – Ar Vretoned, kredennourien holl

Ar brezhoneg hag ar feiz a zo breur ha c’hoar e Breizh… Gwir ?!!!

Pennad 12 – Ar Gouren

Ur sport emgann eo ar gouren. Krog e oa bet gantañ e Breizh er IVre-Vvet kantved, pa oa deut ar Vritoned d’en em staliañ ‘barzh ar vro. Da zigentañ e oa ur c’hoari evit an noblañsoù. Tamm-ha-tamm e oa deut da vezañ sport ar bobl a veve war ar maezioù…

P12 R02 – Ar Vretoned hag an amann sal

Debret e vez muioc’h a amann sal gant ar vretoned ! Sed aze ar pezh a vez lavaret, ha n’eo ket ur c’hliched ! Kalzig a vez debret ganto : tost div gwech muioc’h eget ar C’hallaoued…

Breizh douar ar mojennoù ?

03 – Naoned e Breizh

Ha neuze, e Breizh emañ al Liger-Atlantel pe get ? Bewech pa vez savet ar goulenn e sav freuz ha reuz, sontadegoù ha manifestadegoù da heul… Met en tu all d’ar goulenn-se zo unan all : a-benn ar fin, pelec’h emañ penn-kentañ ha penn diwezhañ Breizh ?

This site is registered on wpml.org as a development site.