Ur video war Bretania gant Rannvro Breizh

20 June 2014

Gant Rannvro Breizh zo bet roet lañs d’ar raktres Bretania ha gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e vez lakaet da vont en-dro.

Dielloù (350 000 renablet e miz mezheven 2014 !) a denn d’ar sevenadur ha d’ar glad ac’h a d’ober teñzor Breizh  a vez miret ha skignet gant tud oberiant en ur rouedad bras.

Unanet eo ar berc’hennien-se dre ar porched Bretania, a ro moaien deoc’h da furchal an holl zielloù war ar memes tro.

This site is registered on wpml.org as a development site.