Bécédia e Naoned d’an 18 a viz ebrel – Ur Bed meurlarjez

14 April 2014

D’ar 6, d’an 9 ha d’an 12 a viz Ebrel 2014 e vo Meurlarjez e Naoned.

D’ar Gwener 18 a viz Ebrel, nebeut amzer goude ar gouel-se, e teuy ar skol-veur war vale lakaet da vont en-dro gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e ti kartier enez Naoned, etre 6 eur 30 hag 8 eur 15 noz. E-kreiz ar gaoz e vo meurlarjez, da geñver an abadenn eskemmoù ha divizoù nevez-se.

Kalzig a vodoù zo, e Bro-C’hall koulz hag er bed, da lidañ meurlarjez, a vez gwisket gant livioù ha stummoù disheñvel e pep lec’h. Met piv eo an dud a ra hag a lid ar gouel-se ? Peseurt palioù o dez ar re a ro o chemet war veurlarjez da dud all ? Penaos bezañ sur e pado seurt gouelioù hag a zo, da vat, ul lodenn deus hon glad sevenadurel dizanvez ?

 

D’an holl c’houlennoù-se e klasko hon frezegennerien respont :

 

Nathalie Gauthard : leurenniñ-ha-tudoniourez, mestrez prezegenniñ e Nice ha prezidantez Kelc’h gall al leurenniñ-ha-tudoniezh. O studiañ e vez temoù ar gened, argerzhoù an idantelezh hag ar sevenadur a-vremañ, hag an treuzkas chemet e lidoù meurlarjez e Brazil, Bro-Frañs ha Gwiana. Lid meurlarjez hag argerzhoù an treuzkas ac’h ay d’ober danvez he frezegenn.

Levr: Fêtes, mascarades et carnavals. Circulations, transformations et contemporanéité, embannadurioù L’Entretemps, da zont er-maez e 2014.

– Blodwenn Mauffret : doktorez war ar studioù c’hoariva. Studiet he deus bet lid meurlarjez e Cayenne, ha displegañ a ray an doareoù disheñvel da lidañ meurlarjez du-hont.

 

– Daniel Dupouet : perzhiad e lidoù meurlarjez ouzhpenn 50 vloaz zo. Ur mailh eo deut da vezañ war ar sevel pennoù bras Meurlarjez. Kontañ a ray deus e skiant-prenet e-giz perzhiad e Meurlarjez, displegañ a ray e chemet ha penaos emañ en soñj treuzkas anezhañ.

 

– Carole Tymen : lid Meurlarjez e Douarnenez a zisplego, koulz hag he skiant-prenet e-giz perzhiadez el lid-se. Komz a ray deus an abegoù zo da zerc’hel gant lid Meurlarjez.

This site is registered on wpml.org as a development site.