Un abadenn war ar c’hoariva e Breizh da selaou en dro war bécédia

Un abadenn “Sevenadurioù” nevez a zo da selaou en-dro war Bécédia. Ha klevet ‘peus kaoz deus abadenn Plouyann kinniget d’ar 14 a viz Even 1898 ? Berzh bras a zo bet da heul an arvest-mañ avat, perak ? Selaouit deus an abadenn !

Tud pedet evit komz deus ar c’hoariva pobl : Louis Conan (C’hoarivari) ha Marie-Hélène Morvan (Strollad Kallag)

E Breizh koulz hag e lec’h all e c’heller anzav eo gwriziennet a‑gozh ar c’hoariva, pe e vefe gant e wrizioù relijiel pe disakr. Er-maez e veze c’hoariet pezhioù peurliesañ, ha reiñ a rae lusk da vuhez an dud e kêr. Kontañ a ra Fañch an Uhel penaos, e-doug ar beilhadegoù, e veze frank an dud da c’hoari pe dibunañ arvestoù diwar ar pezhioù-c’hoari. Ha ma oa tres ar relijion war ar c’hoariva peurliesañ, meur a arvest profan a veze mesket ennañ koulskoude, ha lod anezho gwirvoudel a-walc’h, evel an hini o tiskouez ar Werc’hez o wilioudiñ ! E fin an 19 vet kantved avat e oa erruet ar c’hoariva tost da vont da get…

Sevennet gant RBG – Radio Bro Gwened Radio Breizh Radio Kreiz-Breizh ha Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù #bzhg

Emañ dielloù Radiobreizh enlinenn war Bretania

War ar porched radiobreizh.bzh e vez kavet abadennoù produet gant ar pevar radio a ya d’ober ar rouedad « Brudañ ha skignañ – Radio Breizh » : Arvorig FM (staliet e Landerne, 29), Radio Bro Gwened (Pondi, 56), Radio Kerne (Ploneiz, 29), ha Radio Kreiz Breizh (Sant-Nigouden, 22).

Podskignadoù abadennoù brezhonek RCF Penn-ar-Bed (Brest, 29) ha re c’hallouek Plum’ FM (Serent, 56) a vez kinniget ivez.
Ur benveg pinvidik, fetis hag aes da implijout a ro an tu da Yann Vrezhoneger ha da Gatell Vrezhonegerez da selaou brezhoneg dre ar rouedad e n’eus forzh pelec’h e vefe o chom, e Kanuel koulz hag e New-York !

Ur mor a abadennoù prizius en amen d’an holl, da selaou ha da adselaou, e lec’h ho peus c’hoant a-drugarez d’ar skignadur war-eeun met ivez gant ar podskignañ, ha kement-mañ evit netra.

[Gwelout an dielloù war Bretania]